top of page
  • Facebook Social Icône
sans titre-181.jpg
crédit photo : Stéphane Lavoué

Kaolila a ginnig tonioù fromus pe strafuilhus, ganto blaz sall ar strinkadoù -mor, blaz taouarc'hek ar whisky, a-wechoù skrilh

ar grilhigoù-gwez petramant strakoù  an tan dindan  al lennoù skornet.

​

Kanaouennoù skrivet e brezhoneg gant Gege Gwenn, pozhioù lakaet war sonioù krouet ha kempennet gant ar strollad.

 

Enno e vez enoret ar maouzed, an hini anavezet gant an istor, hini a gaver el levrioù kement hag hini dianavezet mik a weler

er straedoù ha peurliesañ na glever ket.

​

  Kaolila, ur strollad a bemp maouez, imoret, dirañs, rust ha garv . Ho pediñ a reont dont d'o -heul  evit tañva o bed strilhet.

bottom of page